Levr Amos
Levr Amos (Am) a gaver e rann ar Brofeded er Bibl hebraek. Unan eus levrioù ar brofeded "vihan" eo.
Setu, hervez Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall, danvez levr Amos :
"An Aotroù a zo krouer ha mestr ar bed, hollc'halloudek, ha netra ne zo kuzhet outañ. Abeg ar c'hastizoù eo torradur al Lezenn. Mestr eo ivez ha barner an holl vroadoù met gant Israel en deus darempredoù dibar, ha paz eo aet ar bobl d'an dizurzhioù, d'an dirollerezh ha d'an direizhderioù diniver[...], daoust d'ar c'hentelioù roet gant an Aotroù evit he distreiñ davetañ. Sed ar mac'homer o tont ha skrijus e vo ar c'hastiz [...].
Gourc'hemennet e vo da Amos gant ar beleg Amasia mont kuit eus BroBet-El hag eus Rouantelezh Israel evit distreiñ d'e vro. Met chom a reas Amos da brezeg eno hag e roas d'ar bobl ur skleurenn a esper : un aspadenn a vo salvet, hag adsavet e vo rouantelezh David, adunvanet Israel gant Yehouda ha gwelet distro ar brizonidi, hag e frouezho c'hoazh an douar hag ar bobl a chom warnañ."[1]
Daveoù
kemmañ- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 212