Lewis Nkosi, ganet e KwaZulu-Natal d'ar 5 a viz Kerzu 1936 ha marvet e Johannesburg d'ar 5 a viz Gwengolo 2010, a oa ur skrivagner eus Suafrika.

Lewis Nkosi e 2001

Ganet e voe en ur familh zoulou e-kichen Durban, e KwaZulu-Natal. Studioù uhel en doa graet e Durban[1]. Goude-se en doa labouret evel kazetenner e meur a gazetenn, evel Ilanga lase Natal pe Drum[2].

E bennadoù a-enep an apartheid a voe berzet meur a wech gant ar gouarnamant ha kuitaat a reas Suafrika e 1961. Neuze en devoe ur yalc'had da studiañ e skol-veur Harvard e Stadoù-Unanet Amerika. Chom a reas en harlu, o labourat evel kelenner war al lennegezh e meur a skol-veur, er Stadoù-Unanet dreist-holl hag ivez e Bro-Saoz, Polonia pe Zambia, ha n'eo nemet e 2001 ma tistroas da Suafrika.

Skridoù a bep seurt en deus savet : skridvarnerezh, barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, danevelloù, arnodskridoù.

Notennoù kemmañ