Liane Berkowitz
Liane Berkowitz (7 a viz Eost 1923 e Berlin – lakaet d’ar marv d’ar 5 a viz Eost 1943 e toull-bach Plötzensee e Berlin) a oa ur stourmerez enepnazi alaman.
Merc’h ar soner violoñs hag ar penn laz-seniñ Victor Wasiljew hag e wreg (kelennerez kan) e oa Liane Berkowitz. E 1923 e tec’has kuit he familh eus an Unvaniezh Soviedel hag e repuas e Berlin. Pa varvas he zad e timezas he mamm gant Henry Berkowitz. E 1941 e voe enskrivet Liane en ul lise prevez, gant ar pal tapout he bachelouriezh.
Eno e kejas gant meur a zen, en o zouez Eva Rittmeister hag he gwaz John Rittmeister, hag ivez Ursula Goetze, Otto Gollnow, Fritz Thiel ha Friedrich Rehmer. Diwar atiz John Rittmeister e teuas ar strollad mignoned-se da vezañ ur strollad stourmerien enepnazi. Kenlabourat a reas ar strollad-se gant Harro Schulze-Boysen (ezel eus al Laz-seniñ Ruz. Karantez a voe etre Liane ha Friedrich Rehmer; pa voe harzet e oa dougerez.
Asambles gant Otto Gollnow (d’ar mare-se e oa gloazet Rehmer hag en ospital e oa) e pegas Berkowitz war-dro 100 skritell etre Kurfürstendamm hag Uhlandstraße (e Berlin), e-pad nozvezh ar 17 a viz Mae 1942. Warno e c’halle an dud lenn: "diskouezadeg hollbad – baradoz nazi – brezel - naon - gevier- Gestapo –pegeit c’hoazh?“.
Fellout a rae dezho sevel a-enep d’an diskouezadeg “Ar baradoz soviedel” bet aozet gant servij propaganda ar Reich ha diskouez e oa c’hoazh stourmerien enepnazi en Alamagn. Hiziv an deiz ne ouezer ket ha deuet e oa Harro Schulze-Boysen ganto.
Liane Berkowitz a voe bac’het ha tamallet d’ar 26 a viz Gwengolo 1942. Friedrich Rehmer, hag a oa e ospital Britz e Berlin (gloazet e oa bet war dalbenn ar reter) a voe skarzhet eus an ospital ha bac’het d’an 29 a viz Du. D’an 18 a viz Genver 1943 e voe kondaonet Berkowitz, Rehmer ha re all gant eil kambr lez-varn vrezel ar Reich evit bezañ bet o pegañ o skritelloù (“... abalamour d’ar sikour a-benn prientiñ un taol trubarderezh ha kenlabour gant an enebourien”). Irina, merc’h Liane a voe ganet d’an 12 a viz Ebrel 1943 e toull-bac’h maouezed straed Barnim. Adalek miz Gouere 1943 e voe desavet Irina gant he mamm-gozh.
Pa voe kaset ar varnedigezh da Adolf Hitler e c’houlennaas izili al lez ma vefe dieubet Liane Berkowitz dre ma oa dougerez. Nac’het e voe, ha kadarnaet e voe ar varnedigezh gant ar jeneral Wilhelm Keitel.
Liane Berkowitz a voe dibennet d’ar 5 a viz Eost 1943 e toull-bac’h a Plötzensee (Berlin). Friedrich Rehmer a oa bet dibennet d’an 13 a viz Mae. O merc’h a varvas e ospital Eberswalde e miz Here 1943. Ne ouezer ket hag-eñ e varvas abalamour d’un taol aozet gant an nazied pe peogwir ne oa ket bet bouetet a-walc’h pa oa dougerez he mamm.
Liane Berkowitz a oa o chom e karter Schöneberg, (niverenn 1, plasenn Viktoria-Luise) eno ez eus ur blakenn d’he enoriñ. D’an 18 a viz Genver 2000 eo bet digoret ez-ofisiel plasenn Liane-Berkowitz e karter Friedenau, etre Südwestkorso, straed Wilhelmshöher ha straed Rheingau.