Lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber
Lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber a vez graet eus ul lid-koun aozet gant brodelourien Breizh war dachenn emgann Sant-Albin-an-Hiliber, ul lec'h-koun pouezus d'ar vroadelourien vreton ez eo, ha bep bloaz e vez aozet al lid-koun-se eno[1].
Monumantoù koun
kemmañUr blakenn-koun a oa bet savet war an dachenn emgann, Lann ar Gejadenn, d'ar 25 a viz Mae 1932 gant ar skridoù-mañ:
- Brezhoneg:
"Ar C'hallaoued trec'h d'ar Vretoned d'an 28 a viz gouere 1488. Dalc'homp soñj!"
- Galleg:
"6000 Bretons sont morts ici pour défendre l'Indépendance bretonne le 28 juillet 1488."
Ur maen-koun a oa bet savet e 1988, maen-koun Lann ar gejadenn, gant ur blakenn ma c'haller lenn:
- Brezhoneg:
"Evit ar 6000 emganner
Brezhon a zo marvet,
Amañ, evit frankiz
Hag enor Breizh
D'an 28vet a viz Gouere 1488
Dalc'homp soñj!"
- Galleg:
"Aux 6000 combattants Bretons
Morts en ce lieu
Pour l'indépendance et l'honneur
De la Bretagne
Le 28 juillet 1488
Souvenons-nous!"
MAB Koad Sav Pell
kemmañAr gevredigezh MAB Koad Sav Pell (Musée Archipel Breton) renet gant Jean-Loup Le Cuff a vez hiziv-an-deiz oc'h ober war-dro an dachenn emgann[2].
Obidoù e Sant-Albin-An-Hiliber
kemmañCélestin Lainé en doa goulennet ma vije lakaet e ludu war tachenn emgann Sant-Albin-an-Hiliber, ar pezh a oa bet graet e 1988.