Liga Veneta Repubblica
Liga Veneta Repubblica a zo ur strollad dizalc'hour ha venetour a stourm da aozañ ur riez dizalc'h e Veneto. Krouet e voe e 1988 goude un disrann diouzh Liga Veneta-Lega Nord. Anvet e voe da gentañ Liga Veneta Repubblica ha goude Veneti d'Europa kent kemer an anv Liga Fronte Veneto goude e unvaniezh gant ar Fronte Marco Polo, hag adkemer e anv kentañ e 2007. Bleiniet eo gant Fabrizio Comencini a oa bet sekretour broadel Liga Veneta (skourr venetat Lega Nord goude 1991) eus 1995 betek 1998.
Istor
kemmañE 1998 e tivizas 7 eus an dek kannad a oa gant Liga Veneta-Lega Nord er c'huzul rannvroel (Fabrizio Comencini, Ettore Beggiato, Alessio Morosin, Mariangelo Foggiato, Alberto Poirè, Michele Munaretto ha Franco Roccon) diazezañ ur strollad nevez, Liga Veneta Repubblica e anv. Mont a raent d'ober al lodenn venetourañ eus al Liga Veneta, tra ma oa an dud a choazas chom gant Lega Nord a-enep an taihoù dreist holl.
Daoust m'o devoe un disoc'h mat a-walc'h (3,5%) en dilennadeg europat e 1999, ne voent ket barrek da gaout kannaded er c'huzul rannvroel e 2000 abalamour ma oa ur strollad venetour arall, ar Fronte Marco Polo (1,2%) ha da verzh al Liga Veneta (12%).
E 2001 en em unanas gant ar Fronte Marco Polo da grouiñ Liga Fronte Veneto. Giorgio Vido a voe dilennet da sekretour broadel ha Fabrizio Comencini da brezidant broadel.
E dilennadegoù broadel 2001 e kinnigas Giuseppe Segato, un dizalc'hour bac'het, war e listenn. Degemerout a reas ouzhpenn 10% a vouezhioù er rannvro met ne zeuas ket a-benn da gaout kannaded.
E 2003 e voe dilennet Ettore Beggiato da sekretour broadel. Diaes e oa an traoù evit ar strollad en amzer-se. Ne oa kannad ebet gantañ ha fall e oa ar sontadegoù. E 2004 e klaskas kentrec'hiñ e izili da vont e-barzh ar Raktres Biz.
Fabrizio Comencini a nac'has peogwir an dra-se, emezañ, a dalvezfe fin emrenerezh ar strollad. Goude ur c'hendalc'h fourgasus, ez eas kuit eus ar strollad ur bagad bleiniet gant Ettore Beggiato, Mariangelo Foggiato ha Michele Munaretto tra ma voe dilennet Fabrizio Comencini da sekretour broadel hag Alessio Morosin da brezidant broadel.
E 2005 e harpas ar strollad kannad tu-kleiz ar c'hreiz da bennrennerezh ar rannvro, Massimo Carraro. 1,2% eus ar mouezhioù a zegemeras tra ma c'houneze ar Raktres Biz 5,6% (15,6% e Treviso).
Evit dilennadegoù broadel 2006 e kevreas ar strollad gant Unvaniezh Romano Prodi met gwashoc'h e voe e zisoc'hoù (0,7%).
Darvoudoù nevez
kemmañHarpet he deus Liga Fronte Veneto Giorgio Carollo asambles gant Veneto per il Partito Popolare Europeo, Italia dei Valori, Popolari UDEUR ha Democrazia Cristiana. N'en deus gounezet Carolo nemet 9,9% eus ar mouezhioù avat. D'an 9 a viz Here 2007 e krouas Liga Fronte Veneto ur c'hevread iskis gant Democrazia Cristiana ha Veneto per il Partito Popolare Europeo.
Pennoù
kemmañ- Sekretour broadel: Fabrizio Comencini (1998-2000), Ettore Beggiato (2000-2001), Giorgio Vido (2001-03), Ettore Beggiato (2003-04), Fabrizio Comencini (2004-...)
- Prezidant broadel: Mariangelo Foggiato (1998-99), Donato Manfroi (1999-2000), Fabrizio Comencini (2000-2004), Alessio Morosin (2004-...)