Romano Prodi
Ur politikour italian eo Romano Prodi (bet ganet e Scandiano (nepell eus Reggio Emilia) d'an 9 Eost, 1939). Kentañ ministr Italia eo abaoe dilennadeg kannaded ha senedourien Ebrel 2006
Romano Prodi | |
---|---|
Ministr kentañ Italia | |
Er galloud | |
Er galloud adalek | 17 Mae 1996 – 21 Here 1998 17 Mae 2006 betek 8 a viz Mae 2008 |
A-raok : | Lamberto Dini Silvio Berlusconi |
War-lerc'h | Massimo D'Alema |
9 Eost 1939 Scandiano, Italia | |
Strollad politikel | |
Pried | Flavia Franzoni |
Micher | Kelenner |
10vet Prezidant Komision Europa | |
In office | |
16 Gwengolo 1999 – 30 Here 2004 | |
A-raok | Manuel Marin |
War-lerc'h | José Manuel Durão Barroso |
Kentañ ministr eo bet ur wech c'hoazh etre 1996 ha 1999, ha goude-se eo bet anvet da Prezidant Kengor Europa.
Abaoe 1969 eo dimezet da Flavia Franzoni; daou vab o deus bet, Giorgio hag Antonio. Bevañ a ra gant e familh e Bologna.
Studioù
kemmañWar-lerc'h echuiñ e studi e lise Ludovico Ariosto e Reggio Emilia, eo bet studier war ar gwir e Skol-veur Gatolik Milano, ma'z eo bet degemeret gant an enorioù e 1961 da-geñver displegadenn e dezenn war perzh ar warezouriezh e diorroidigezh greanterezh Italia. Kendalc'het en deus da studiañ e skolioù-meur Milano, Bologna, hag e London School of Economics dindan renerezh Basil Yamey, kelenner war an armerzh greantel.
Bet eo oc'h ober skol e Skol-veur Harvard hag en ensavadur imbourc'h Stanford.
Red micher akademek
kemmañKroget eo e red micher akademek e kevrenn armerzhouriezh ar Skiantoù politikel e skol-veur Bologna e lec'h m'eo bet o labourat evel adkelenner (1963), eilkelenner (1966) ha kelenner (1971-1999) war an aozadur hag ar politikerezh greantel.
Politikerezh
kemmañBet eo Prodi hag e oa un Demokrat kristen a-gleiz. E-tro kreiz ar bloavezhioù 1970 e krog da emellout ouzh politikerezh Italia hag anvet eo Ministr ar greanterezh e 1978 e-pad gouarnamant Giulio Andreotti; E karg eo bet eus meur a vodad a-hed ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990. Kadoriad ar gompagnunezh Stad galloudus IRI eo bet etre 1982 ha 1989 hag adarre etre 1993 ha 1994. Dindan enklask evit goubrenerezh eo bet dre ziv wech evit ar prantad amzer ma oa bet e penn an IRI. Da gentañ e voe tamallet dezhañ un tabut interestoù e darempred gant kevratoù bet deroet d'e gompagnunezh enklask armerzhel personel. Da eil eo bet tamallet evit bezañ gwerzhet ar c'hengevredad boued Stad SME a oa war goll d'ar c'hevredad liesvroadel Unilever ma oa bet ur c'huzulier paeet anezhañ e-pad ur frapad. Koulskoude e voe didamallet-krenn dre ziv wech. E 1995 e teu da vezañ kadoriad an tu kreiz-kleiz, kenemglev an Ulivo (olivezenn) hag, e 1996, kentañ ministr. E 1998 eo distaolet e c'houarnamant kenemglev pa ziviz ar strollad komunour en em dennañ. Dre se e teuas Massimo D'Alema da stummañ ur gouarnamant nevez. Diskar Prodi a c'hoarvezas war-bouez ur vot e Kambr ar Gannaded (ret eo kaout harp muianiver an div gambr).
E miz Ebrel 2006, e voe meneget gant Gerard Batten (UKIP), anezhañ ur c'hannad saoz eus Londrez, komzoù ar gwazour, Kol. Alexander Litvinenko, a rae eus Prodi ur spiour bet o labourat evit an FSB kozh hag e oa e gwirionez "paotr" ar C'HGB e Italia. Goulenn a reas ma vije savet un enklask evit gwiriañ ar c'homzoù-se.
Etre Gwengolo 1999 hag an 18 a viz Du, 2004, eo bet Prezidant Kengor Europa.
Dilennadeg Kentañ Ministr 2006
kemmañE penn "an Unaniezh", anezhañ ur c'henstroll strolladoù eus an tu kleiz eo bet trec'h Romano Prodi war ar c'hentam ministr eus an tu dehou Silvio Berlusconi gant nebeutoc'h eget 1% eus ar mouezhioù diforc'h. Tabut hag amjestregezh e-leizh a voe pa zizklêrias Prodi bezañ bet trec'h eurvezhioù a-raok na vije embannet an disoc'h klok tra ma c'houlenne Berlusconi e vije adkontet ar mouezhioù.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (it) Lec'hienn koulzad dilennel Prodi
- (en) Lec'hienn ofisiel Prezidant Kengor Europa - gant ur red buhez ma'z eus be tennet darn eus an titouroù a gaver er pennad-mañ
- (en) Sklaeraat afer an SME
Araozañ: Lamberto Dini |
Kentañ ministr Italia 1996-1998 |
War e lerc'h: Massimo D'Alema |
Araozañ: Manuel Marín |
Prezidant Kengor Europa 1999-2004 |
War e lerc'h: José Manuel Durão Barroso |
Araozañ: Silvio Berlusconi |
Kentañ ministr Italia 2006 betek bremañ |
War e lerc'h: digor |