Lik Ha Lik

strollad rock breizhat
(Adkaset eus Lik ha lik)

Lik ha lik a oa ur strollad rock hag a gane e brezhoneg bet savet e Roazhon e 2000. Er penn-kentañ e oa ur strollad hard-rock gant levezonioù metal ha mesket gant traoù all c'hoazh.

Buhezskrid

kemmañ

Goude ur bladenn verr (d.l.e un demo) anvet Dizalc'h da spered en doa enrollet ar strollad-mañ ur bladenn anvet Brezhoneg ain't gonna die e 2003 warni 4 zitl hepken. Gallout a reer o fellgargañ war internet.

E 2005 e oa an disparti kentañ. E 2006 e oa bet adsavet gant Skwal ha Fañch hag an daou gomper aet war-du ur sonerezh Punk-fuzion. Da lavaret ur meskaj gant punk, rap, rock, hard-rock, funk, ska ha reggae... Cheñchet ar stil marteze met ne oa ket bet cheñchet an dro-spered, kanañ traoù nann-hengounel brezhonek.

Lik Ha Lik e cheñch stil ar strollad evit distreiñ e 2008 gant ur son liesseurtoc'h (ur meskaj rock, funk, ska rap, punk, hip-hop). E 2009 e embannont Dr Fañchenstein (un demo 4 c'hanaouenn).

Er bladenn Rock e Breizh o doa embannet ur ganaouenn nevez "Sekred evit gouenn ar vistri". O labourat war embann un dra nevez e oant hag a c'heller pellgargañ war o lec'hienn.

Liammoù diavaez

kemmañ