War ur panell dalc'het gant Crystal Chow e weler Liu Xiaobo war ar poltred kleiz.

Liu Xiaobo, ganet d'an 28 a viz Kerzu 1955 hag aet da Anaon d'an 13 a viz Gouere 2017, a oa ur skridvarnour, skrivagner, barzh ha stourmer evit gwirioù Mab-Den sinaat. Bet e oa bet enoret gant Priz Nobel ar Peoc'h e 2010. Goulennet e oa bet gantañ ma vije degaset reizhadurioù politikel e Sina, engouestlet e oa bet e meur a gampagn a-enep ar strollad unpenn komunour a ren ar vro.

Toullbac'het e oa bet evel prizoniad politikel ha "disrannour" e Jinzhou (Liaoning). D'ar 26 a viz Mezheven 2017 e voe dieubet evit abegoù yec'hed dre ma oa bet kavet ur c'hrign-bev marvus dezhañ. Marvet eo en ospital d'an oad a 61 bloaz.

Manifestadeg en Hong Kong e 2010 da c'houlenn ma vefe dieubet Liu Xiaobo.
Lec'h koun da Liu Xiaobo.