Lizherenneg vandaek
Al lizherenneg vandaek, savet diwar patrom al lizherenneg aramaek moarvat, a vez implijet evit skrivañ ar mandaeg.
Disheñvel eo diouzh an abjadoù implijet evit skrivañ an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek dre ma vez skrivet an holl vogalennoù.
24 lizherenn ez eus el lizherenneg, met e gwirionez e oa bet ouzhpennet div wezh al lizherenn gentañ e diwezh al lizherenneg evit ma teufe da vezañ 24 lizherenn en holl rak un niveren ar chañs an hini eo hervez kredennoù ar Vandaed.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |