Lizherennoù klaodiek

Ijinet e oa bet al lizherennoù klaodiek gant an impalaer roman Klaodius. Implijet e veze al lizherennoù nevez-se well-wazh keit ha ma renas-eñ war Roma met laosket e voent a-gostez goude e varv.

Stumm al lizherennoù klaodiek

Teir lizherenn a oa bet ijinet gantañ:

  • ur C tu-gin ()anvet enepsigma diorroet diwar patrom al lizherenn c'hresianek Psi (Ψ) ha da vezañ implijet e lec'h BS pe PS dre evel ma vez implijet al lizherenn X e lec'h CS pe GS. N'eus bet kavet roud ebet eus implij al lizherenn dre skrid avat. Implijet e vez c'hoazh neoazh evit kontañ hervez sistem an niveroù roman;
  • un F tro-penn ()anvet digamma inversum awenet sur-mat gant al lizherenn c'hresianek a-gozh digamma (Ϝ) da vezañ implijet evit skrivet an U kensonennel, da lâret eo /w/ pe /v/;
  • un H troc'het e daou evit skrivañ ar son [y] skrivet gant al lizherenne c'hresianeg upsilon (Υ) e gerioù latin evel Olympicus. War-lerc'h e voe bet ijinet al lizherenn Y, tostoc'h ouzh stumm al lizherenn c'hresianek a-roin, evit ober diouzh ar son-se e latin.

Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.