Ur gêriadenn e-kichenik Caernarfon, e Gwynedd, eo Llanbeblig, war lez ar stêr Seiont. Er Grennamzer e oa e kombod Arfon Is Gwyrfai, evel Segontium.

Iliz Llanbeblig

Iliz Llanbeblig kemmañ

Emañ iliz Llanbeblig e kichen ar gaer: savet e voe e dibenn ar marevezh roman. Savet e vije bet gant Peblig ( Publicius er latin), ur mab da Macsen Wledig hag Elen Luyddog, hervez ar vojenn grenngembraek Breuddwyd Macsen Wledig.