Llandyfái
Llandyfái (Lamphey e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Emañ er reter da gêr Penfro.
Gwelet a reer er gêriadenn aspadennoù eus "Palez an Eskob", hag a veze implijet gant eskibien Tyddewi. Savet e voe ar braz eus ar savadur a weler bremañ gant Henry de Gower, eskob Tyddewi etre 1328 ha 1347.
E 2001 e oa 12,9% eus an dud a oa kembraegerien.