Penfro (kêr)
Ur pennad Penfro zo ivez.
Penfro (Pembroke e saozneg) eo kêr-benn gozh[1] kontelezh Penfro (Sir Benfro), e kreisteiz Kembre. Brudet eo he c'hastell norman.
Gerdarzh
kemmañSavet eo an anv diwar "pen" (penn e brezhoneg) ha "bro", ha heñvelster eo gant "penn ar bed".
Istor
kemmañSavet e voe ar c'hastell gant an Normaned. Kreñvlec'h Marc'heien Sant Yann e voe. Gweladennet e voe gant Gerallt Gymro e 1188 hervez a lenner e danevell e veaj. Ganet e voe Herri VII a Vro-Saoz er c'hastell en-eeun.
E 2005 e voe distrujet ur c'hibelldi savet gant Marc'heien Sant Yann, distruj graet en desped d'al lezenn.
Darempredoù etrebroadel
kemmañDimezet eo Penfro gant div gêr:
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Malta | Pembroke | |
Alamagn | Bergen |
Skeudennoù
kemmañ-
Kastell Penfro e 1811.
-
Kastell Penfro e 2007.