Llaneurgain
Llaneurgain (Northop e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur kumuniezh e Sir y Fflint, e biz Kembre. Emañ hanter-hent etre Yr Wyddgrug hag Y Fflint.
E-kreiz ar gêriadenn emañ iliz Santez Eurgain ha Sant Pêr, gant un tour 30 metre uhelder. Ur skolaj liorzherezh zo, stag ouzh Skol-veur Glyndŵr.
E 2011 e oa 3 049 a dud o chom e kumuniezh Llaneurgain hag 503 anezho a oa kembraegerien (17,1%)[1].
Notennoù Aozañ
- ↑ Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics.