Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch
Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch (distaget [ˌɬanvairˌpuɬɡwɪ̈nˌɡɪ̈ɬɡoˌɡɛrəˌχwərənˌdrobuɬˌɬantɪ̈ˌsiljoˌɡoɡoˈɡoːχ])[1] zo ur gêr e Kembre, e kreisteiz Enez Mon.
An anv
kemmañKement ha 58 lizherenn zo en anv, unan eus an hirañ anvioù-lec'h a zo er bed eo, hag an hirañ e Breizh-Veur[2].
Boas eo annezidi ar gêr-se d'ober gant stummoù krennoc'h avat : Llanfairpwllgwyngyll pe Llanfair Pwllgwyngyll pe Llanfairpwll zoken, dre gomz.
Lanfair PG a vez lavaret ha skrivet gant ar Saozon alies[3].
"Iliz santez Vari e diazenn ar gelvezenn wenn nes d'an droenn herrek [hag] iliz sant Tysilio gant ar vougev ruz" eo troidigezh vrezhonek Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.
Porzh-houarn
kemmañUn ti-hent-houarn zo, war linenn ar Rheilffordd Arfordir Gogledd Cymru, met tremen a ra an trenioù a gas da Gaergybi pe da Vangor hep chom a-sav. Gweladennet e vez gant an douristed avat, ha prenet gante tikedoù skrivet Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch warno.
Notennoù
kemmañ- ↑ Selaouit (ha pleustrit) :
- ↑ Abaoe 2007. Araozañ e oa Gorsafawddacha'idraigodanheddogleddollônpenrhynareurdraethceredigion (68 lizherenn ha fazioù kembraeg), ur falsanv bet goveliet gant ar gompagnunezh Fairbourne Railway evit erlerc'hiañ ouzh anv porzh-houarn Golf Halt e-kichen Dolgellau e Gwynedd ha skrapañ ar bevez digant Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.
- ↑ Lec'hienn gozh Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch