Llangernyw
Llangernyw zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Unan eus lec'hioù kreñv ar c'hembraeg er gontelezh eo. E 2011 e oa 1 079 a dud o chom e Llangernyw ha 672 anezho (64,4%) a oa kembraegerien[1]. Emañ ar gêriadenn etre Llanrwst hag Abergele, war ribl ar stêr Cledwen, unan eus adstêrioù an Elwy.
E-kichen an iliz-parrez ez eus ur wezenn ivin kozh-mat hag a c'hallfe bezañ 4000 bloaz[2].
Er gêriadenn e kaver ivez ur mirdi gouestlet d'ar prederour Henry Jones, a dremenas e vugaleaj e Llangernyw.
Notennoù
kemmañ- ↑ Community population 2011 & % of Welsh speakers. Kavet : 21 May 2015.
- ↑ Joanna Billing (2004). "North Wales Coast and the Isle of Anglesey", The Hidden Places of Wales, 3rd, Travel Publishing. 45–92 p. ISBN 978-1-904434-07-8.