Llaniestyn (Gwynedd)

Ur pennad Llaniestyn zo ivez.

Llaniestyn zo ur gêriadenn hag ur barrez e ledenez Llŷn, e Sir Gaernarfon gozh, e kontelezh Gwynedd, 8 miltir er c'hornôg da Bwllheli, ouzh tor Carn Fadryn. Un iliz kozh zo enni.

Istor kemmañ

Rannet eo bet ar barrez en 1934, etre Tudweiliog ha Botwnnog.

Iliz Sant Iestyn kemmañ

 
Skeudenn da Sant Iestyn en iliz Llaniestyn.

Kozh eo an iliz, savet en XIIIvet kantved. Darn eus ar gwer-iliz a vefe eus an XIIvet, marevezh Owain Gwynedd.