Llanrhychwyn zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez e hanternoz Kembre, e Sir Conwy.

Emañ e-kichen Trefriw. Bras eo ar barrez hag enni emañ Betws-y-Coed. E-kichen ar gêriadenn ez eus ur c'hoadig anvet Coedwig Gwydyr. Er mervent emañ Llyn Geirionnydd.

Da sant Rhychwyn eo gouestlet an iliz. Kozh eo. Hervez ar richenn e oa bet savet gant ar sant e-unan. Unan eus mibien Helig ap Glannog e oa hervez ar richenn, met ne ouzer netra muioc'h diwar e benn.

Iliz Llanrhychwyn

Kontañ a reer e veze skuizh ar briñsez Siwan, gwreg Llywelyn Fawr, o vont eus al lez e Trefriw da iliz Llanrhychwyn. Neuze e voe savet un iliz nevez gant Llywelyn eviti e Trefriw er bloavezh 1220.

Lidet e vez gouel Rhychwyn d'an 12 a viz Gouere.

Tud brudet

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.