Trefriw zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ war lez ar stêr Conwy, er gornaoueg dezhi.

an Afon Crafnant e Trefriw

Emañ Trefriw er gwalarn da gêr Llanrwst hag en hanternoz da Betws-y-Coed. Er gêriadenn emañ an Afon Crafnant o kemberiñ gant ar stêr Conwy. Treuzet eo Trefriw gant bevenn Park Broadel Eryri, gant an darn vrasañ eus ar gêriadenn er park.

E 2011 e oa 783 a dud o chom en Trefriw ha 342 anezho a oa kembraegerien (44,9%)[1].

Nepell diouzh Trefriw emañ kreñvlec'h roman Canovium (Caerhun). Tremen a rae an hent roman kozh Sarn Helen dre Drefriw, daoust ma ne weler roud ebet anezhañ bremañ. Kouronkañ a rae ar Romaned e dourioù karget a houarn ar stêr.

Kontañ a reer e oa boas ar priñs Llywelyn ab Iorwerth da zont da hemolc'hiñ en tolead en XIIIvet kantved hag en doa un ti-chase eno. Hervez ar richenn ez eo gantañ e voe lakaet sevel iliz Trefriw, rak skuizh e oa e wreg Siwan o rankout kerzhet betek iliz Llanrhychwyn. Pennlec'h kombod Nant Conwy ha kantrev Arllechwedd e oa Trefriw en amzer-hont.

En XIXvet kantved e oa listri o sevel gant ar stêr Conwy betek Trefriw, hag eno e oa ur c'hae. Gant al listri-se e veze kaset marc'hadourezh betek ar mor ha degaset touristed betek ar gêriadenn. Kement-se a voe graet betek ar bloavezhioù 1930.

Tud brudet

kemmañ

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.