Llyn Tegid e kembraeg, Bala Lake e saozneg, zo ul lenn e Gwynedd, e Kembre.

Llyn Tegid
lenn
AdstêrioùDyfrdwy Kemmañ
Diskarg al lennDyfrdwy Kemmañ
Bro an diazadKembre Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadKontelezh Gwynedd Kemmañ
En un takad gwarezetPark Broadel Eryri Kemmañ
Kontelezh istorelSir Feirionnydd Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°53′0″N 3°38′0″W Kemmañ
OberataerNatural Resources Wales Kemmañ
Statud gladelSite of Special Scientific Interest Kemmañ
Deskrivet dreA group of children on the shores of Llyn Tegid, Llyn Tegid, Llyn Tegid with the Mount of Olives Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Douaroniezh

kemmañ

E gwele ur skorneg emañ Llyn Tegid, war red ar stêr Afon Dyfrdwy etre kêrioù Llanuwchllyn en argrec'h er mervent hag Y Bala en ardraoñ er biz.

  • Gorread : 4,84 km²
  • Hirder uc'hek : 5,95 km
  • Ledander uc'hek : 0,8 km
  • Donder uc'hek : 42 metr

Lec'hanvadurezh

kemmañ
Anvioù kozh

En e levr Itinerarium Cambriae, an istorour kembreat Giraldus Cambrensis (~1146-~1223) a veneg al lenn dindan an anv Penmelesmere.[1]. En e droidigezh eus al levr e 1804 e skriv Sir Richard Colt Hoare (1758-1838) un anv arall, "Pymplwy meer", diwar ar c'hembraeg pum plwyf, "pemp parrez", eleze Llandderfel, Llanfawr, Llangywer, Llanuwchllyn ha Llanycil.[2] ; an anvioù "Pimble-mere" ha "Pemble Mere" a lenner ivez[3],[4]

Anvioù a-vremañ

Kentañ gwezh ma kaver an anv "Llyn Tegid" eo e Cronica Walliae er bloaz 1568.[5] Ar skrivagner beajer Bro-Saoz George Borrow (1803-1881) a droas an anv dre "Lenn Genedus", "Tegid" o tont eus teg "kenedus", a gomzer eus ul lec'h).

"Bala Lake" eo anv al lenn e saozneg, abalamour m'emañ Y Bala er penn anezhi. Hogen dre ma talv bala kement hag "ezkerzh ul lenn"[6], alese anv Y Bala, ne c'hall ket bout anv al lenn hec'h-unan ; tabut zo a-zivout an anv saoznek o kemer lec'h an hini kembraek[7]

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Cambrensis, Giraldus. 'Of the passage of the River Dee, and of Chester, levrenn II-11. Kavet : 21/09/2023.
  2. (en) 'Historic Landscape Characterisation Bala and Llyn Tegid - Area 1 Llyn Tegid (Lake Bala) (PRN 24701)'. Kavet : 21/09/2023.
  3. (en) Owen, Hywel Win & Morgan, Richard. Dictionary of Place-names of Wales. Llandysul : Gomer Press, 2007 (ISBN 978-1-84323-901-7)
  4. (en)Giraldus Cambrensis. The Itinerary through Wales The Description of Wales. London : Dent, 1908 (ISBN 978-0-460-00272-1)
  5. (en) Llwyd, Humphrey. Cronica Walliae'. Caerdydd : University of Wales Press, 2016 (ISBN 978-1-78316-948-1)
  6. (cy) (en) 'Geiriadur Prifysgol Cymru'. Kavet : 21/09/2023.
  7. 'Nation·Cymru, 28/08/2021. Kavet : 21/09/2023.