Lomé eo kêr-benn Togo. Emañ war aod Pleg-mor Ginea, e kreisteiz ar vro, tost da harzoù Ghana.

Kêr Lomé

War-dro 700.000 a dud a oa o vevañ e kêr e1998.

Kêr vrasañ ha porzh brasañ Togo eo ivez. Drezañ e vez ezporzhiet kafe, kakao, eoul palmez...

Diazezet e voe kêr gant Eweed en XVIIIvet kantved. Dont a reas da vezañ kêr-benn trevadenn alaman Togoland e 1897. Pa zeuas Togo da vezañ ur stad dizalc'h e 1960 e voe lakaet Lomé da gêr-benn.

D'an 28 a viz C'hwevrer 1975 e oa bet sinet un emglev armerzhel a bouez e Lomé etre Kumuniezh Kenwerzhel Europa ha 46 bro eus Afrika, ar Mor Karib hag ar Meurvor Habask. D'an emglev-se e roer an anv Kendivizad Lomé.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.