London Beer Flood
London Beer Flood ("Bier-beuz Londrez") a vez graet eus ur gwallzarvoud en Horse Shoe Brewery, e Londrez, d'ar 17 a viz Here 1814. C'hoarvezet e oa pa oa tarzhet ur varazh bier bras (6,7 m uhedler). Nerzh ar wagennad bier en doa lakaet ar barazhoù all da darzhañ ivez: e-tro 1 470 000 litrad bier a oa aet dre ar straedoù. Daou di a oa bet distrujet, hag eizh den lazhet. Hervez dezrevell ar medisin war ar c'horfoù e oant marvet "casually, accidentally and by misfortune".
Gouzañvidi
kemmañ- Eleanor Cooper, 14 vloaz
- Mary Mulvey, 30 vloaz
- Thomas Murry, 3 bloaz (mab Mary Mulvey)
- Hannah Bamfield, 4 bloaz ha 4 miz
- Sarah Bates, 3 bloaz ha 5 miz
- Ann Saville, 60 vloaz
- Elizabeth Smith, 27 vloaz
- Catherine Butler, 65 bloaz