Léopold-François Sauvé

Maltouter ha skrivagner

Léopold-François Sauvé (1837-1892), a oa ur Breizhad eus parrez Sant-Jord-Restembaod e Breizh-Uhel, hag en deus dastumet danvez al levr Lavarou koz a Vreiz, embannet e 1878, un dastumad lavaroù ha krennlavaroù brezhonek.

Maltouter e oa diouzh e vicher, en Aber-Ac'h war-dro ar bloavezh 1878 ha goude-se e Boulogne-sur-Mer, ma oa enseller, e 1889. Bet e oa ivez er Vojoù o labourat, rak eno e oa an harzoù gant Alamagn, hag ul levr en doa embannet eno ivez.

Troet e oa gant sevenadur ar bobl hag embann a reas disoc'hoù e enklaskoù er Revue Celtique.

Oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ