Louis Le Vau (Pariz, 1612 – 11 a viz Here 1670) a oa un tisavour gall a labouras evit ar roue Loeiz XIV.

Kastell Vaux-le-Vicomte, e-kichen Melun.

Gant Le Vau, a-gevret gant André Le Nôtre ha Charles Le Brun, e voe adkempennet kastell Vaux-le-Vicomte. Goude-se e labouras ivez e kastell Versailhez ha, gant kenlabour Claude Perrault, e Palez al Louvre. Gant Le Vau ivez e voe adkempennet un tammig kastell Vincennes, kastell Le Raincy, meur a otel e Pariz, an iliz Saint-Sulpice e Pariz...