Loeiz X (Bro-C'hall)
(Adkaset eus Louis X)
Loeiz X, lesanvet Loeiz ar Sikaner, ganet d’ar 4 a viz Here 1289 e Pariz, marvet d’ar 5 a viz Mezheven 1316 e Vincennes, a oa roue Navarra eus 1305 da 1316 (gant Loeiz Iañ da anv) ha roue Bro-C'hall eus 1314 da 1316 (ha Loeiz X da anv).
E vuhez
kemmañMab e oa da Fulub IV ar C’hoant, roue Bro-C'hall, ha da Janed Champagn, rouanez Navarra. Pa varvas e vamm e 1305 e voe roet kurunann Navarra dezhañ. Pa varvas e dad, nav bloaz goude, e 1314, e voe lakaet kurunenn Bro-C'hall war e benn. Daou vloaz e renas, eus 1314 da 1316, ha dieubiñ a reas ar served, ha reiñ aotre d'ar Yuzevien, argaset gant e dad Fulup IV, da zistreiñ da Vro-C'hall.
Dimezioù
kemmañDiv wech e timezas:
- da Marc'harid Bourgogn (1290-1315), marvet da 25 bloaz
Liammoù diavaez
kemmañ
En e raok: Fulup IV |
Roue Bro-C'hall Roue Navarra 1314 – 1316 |
War e lerc'h: Yann Iañ |