Ciro Netto Castro, brudetoc'h dre he lesanv Louisa Moritz, ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1936 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Genver 2019, a oa un aktourez hag un alvokadez kuban-stadunanat. Ur wech erruet e New York o tont eus Kuba, he devoe tapet ur vestroni war ar Gwir. Goude-se e oa deut da vezañ aktourez. Brudet eo bet dre he rolloù evel en One Flew Over the Cuckoo’s Nest gant Jack Nicholson, Myra en Death Race 2000 ha dre ar stirad skinwel Love, American Style.

Marv kemmañ

Marvet eo goude ur gouezhadenn, oadet e oa a 82 vloaz.

Bill Cosby kemmañ

E miz Du 2014 e oa bet Louisa Moritz unan eus ar maouezed kentañ oc'h embann e oa Bill Cosby un torfedour reizhel. Embannet he devoa e oa bet arsailhet gantañ er green room eus an abadenn The Tonight Show e 1971. Cosby en devoa embannet e oa ul liverez gevier. Douget he devoa klemm evit tagadenn war he brud, hec'h alvokad a gendalc'h gant ar c'hlemm goude he marv.

Notennoù ha daveennoù kemmañ