Death Race 2000 zo ur film niñvek stadunanat eus 1975 sevenet gant Paul Bartel. E-touez an aktourien emañ David Carradine, Simone Griffeth ha Sylvester Stallone. Istor ar film a c'hoarvez er Stadoù-Unanet er bloavezh 2000 : ur redadeg feuls ha marvus dre ar vro zo aozet evit dudiañ an dud. An istor The Racer gant Ib Melchior (1917-2015) eo diazez ar senario.

Istor kemmañ

Er bloavezh 2000, an aotrou Prezidant, penn ar strollad politikel nemetañ, a zo mestr war ar blanedenn, goude krach 1979. Evit dudiañ an dud e laka aozañ ur redadeg varvus gant otoioù. Ur c'hoari bev eo, filmet ha skignet gant ar skinwel. Pemp oto a loc'h eus reter Stadoù-Unanet Amerika evit tizhout New Los Angeles, e Kalifornia, ar buanañ ar gwellañ hag en ur flastrañ ar muiañ ar gwellañ a dud war droad. Poentoù a vez roet hervez an niver a dud flastret, hervez an doare tud (tud-kozh, babigoù) hag an doare d'en ober.

Er bloavezh 2000, pemp bleiner zo o vont da gemer perzh en XXvet redadeg. An holl anezho zo bleinerien a vicher o kas otoioù gant temoù. En o zouez emañ Frankenstein, un den gwisket e du hag a zo kampion ar redadeg hag un haroz broadel ; Machine Gun Joe, ur gangster eus Chicago ; Calamity Jane, ur c'howgirl ; Matilda the Hun, un neveznaziez ; ha Nero, ur gladiatour roman. Pep hini anezho zo harpet gant ur merdeer eus ar reizh enep.
Skignet eo ar redadeg gant ar skinwel ha kinniget eo gant ar fentigellour Junior Bruce, an aktourez Grace Pander, hag an displeger dam vut Harold (ludresadenn Howard Cosell). Reut ha chivous eo reolennoù ar c'hoari : flastrañ tud a ro poentoù, an dud-kozh hag ar babigoù a ro ar poentoù uhelañ. Machine Gun Joe eo enebour touet Frankenstein.

Ur strollad rezistañs a zo renet gant Thomasina Paine, diskennadez ar reveulzier stadunanat Thomas Paine. Ar re-se zo mennet da dalañ ouzh ar redadeg, a zo un arouez eus an aotrou Prezidant hag e renad feuls. Klask a ra ar strollad moc'hañ an otoioù, lazhañ ar rederien ha skrapañ Frankenstein. Harpet eo ar strollad gant merch-vihan Paine, Annie he anv, hag a zo merdeerez Frankenstein. Klask a ra Annie kas ar bleiner etrezek un trap evit ma vefe erlec'hiet gant ur stourmer. En desped da vezañ bet skignet diaotre o arc'hadurioù, ar gouarnamant a embann ez eus ur strollad Gallaoued o klask distrujañ ar redadeg, ekonomiezh ha rouedad pellgomz ar vro.

Produiñ kemmañ

Roger Corman en doa bet c'hoant da sevel ur film en dazont hag a vije liammet gant ar sport hag ar feulster, o klask tennañ splet eus brud ar film Rollerball (1975). Gant Robert Thom e voe azasaet an istor skrivet gant Ib Melchior. Ar sevener Paul Bartel a soñje dezhañ e oa dibosubl e filmañ, neuze e voe adlabouret an istor gant Charles B. Griffith. Corman en doa c'hoant da gaout Peter Fonda evit ar roll pennañ, siwazh ne oa ket dieub. David Carradine a voe dibabet neuze ; eñ ha Ron Howard e oa an aktourien anavezet nemetañ e film Roger Corman, ha goulennet o devoa kaout un dregantad arc'hant hervez an arc'hant rastellet gant ar film.

Aktourien kemmañ

Tro-dro d'ar film kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ