Louise Berger a oa un anarkourez a orin rusian ha latvian. Ganet e voe war-dro 1890 ha marvet war-dro 1921 e Rusia ; bez e voe ezel eus an Anarchist Red Cross hag embannerez kazetenn Emma Goldman, Mother Earth Bulletin, e New York. Brudet-bras e voe louise Berger er-maez eus kelc'hioù an anarkourien e 1914 goude tarzhadenn dic'hortoz ur vombezenn en he ranndi e New York City (brudet gant an anv the Lexington Avenue bombing). Pevar a dud a voe lazhet hag ul lodenn vras eus an ti-uhel a voe distrujet.

Louise Berger, an trede maouez adal an tu kleiz.

N'eo ket sklaer penaos eo marvet met war e seblant e vefe bet lazhet gant polis-kuzh an Tcheka Bolchevik pe gant nerzhioù surentez al Lu Ruz e-pad kampagn brezel Trostky a-enep an "anarko-torfedourien" hag ar re disivouderien. Lod all a embann e vefe marvet gant an tifuz