Lusk enebet da perzhiadur Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam

luskad enep brezel

Al lusk enebet da perzhiadur Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam a oa kroget e 1965 gant manifestadegoù a-enep roll brasoc'h-brasañ Stadoù-Unanet Amerika er brezel. Gant ar bloavezhioù o tremen, ar manifestadegoù-se a oa troet d'ul luskad sokial hag a oa bet ul lodenn diazez eus an enep-sevenadurezh eus ar bloavezhioù 1960.

enebadur da perzhiadur Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam
luskad politikel
Iskevrennad eusprotest Kemmañ
HeuliadBrezel Vietnam Kemmañ
Deiziad1963 Kemmañ

Izili al luskad peoc'hgarour dre ar Stadoù-Unanet a oa studierien da gentañ, mammoù, ha tud yaouank enebet ouzh ar staliadur. An enebadur a oa aet war-gresk gant donedigezh pennoù ha stourmerien al luskadoù gwirioù keodedel, gwregelourezhed, hag al luskad Chicano, gant labourerien ha sindikadoù. Bez e voe harp ivez gant strolladoù all, evel kelennerien, tud a Iliz, kelennerien skol-veur, kazetennerien, alvokaded, soudarded kozh, medisined (Benjamin Spock dreist-holl).

Ar manifestadegoù enebet ouzh ar brezel a oa reoù gant tud peoc'hus, hep feulster evit an darn anezho. Erruet e 1967, un niver uheloc'h-uhelañ a Amerikaned a soñje e oa ur fazi da gemer perzh en un doare milourel er Vietnam. Anzavet eo bet degadoù a vloavezhioù goude gant Sekretour an Difenn Robert McNamara.

Perzhiadur milourel Stadoù-Unanet er Vietnam a oa kroget e 1950 gant un harp d'ar c'hallaoued en Indez-Sina c'hall a-enep an nerzhioù komunour sinaat. Ar perzhiadur milourel kement hag an enebadur d'ar brezel a oa aet war-gresk goude an aotre gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet dre mennad Pleg-mor Tonkin e miz Eost 1964, ha gant soudarded stadunanat oc'h erruout e Vietnam d'an 8 a viz Meurzh 1965. Richard Nixon a oa bet dilennet prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 1968 war ar promesaoù da baouez Brezel Vietnam hag ar c'honsailhiñ. Nixon a oa kroget gant tennañ soudarded e miz Ebrel 1969. Ar manifestadegoùm a oa bet d'an uhelañ gant led ar brezel e Kambodja e miz Ebrel 1970. Embannet e oa bet Paperioù ar Pentagon e miz Even 1971. Ar c'honseilhidi diwezhañ a oa bet e fin ar bloavezh 1972, ha tennadenn ar soudarded stadunanat diwezhañ eus Vietnam e oa bet e Meurzh 1973.