Luskad Maoour Etrebroadelour

Al Luskad Maoour Etrebroadelour (LME) (saozneg Maoist Internationalist Movement (MIM)) a zo ur strollad marksour-leninour-maoour staliet er Stadoù Unanet dreist-holl.

Hervez ar strollad e talvez da genstrollañ meur a strollad maoour etrebroadelour staliet er broioù saozneger impalaerour hag ivez er broioù bet trevadennet pe damdrevadennet c'hoazh gant ar re-se. Ouzhpenn-se ez eus el Luskad-mañ strolladoù maoour etretroadelour staliet e Belgia, Frañs ha Kebek hag ivez strolladoù spagnolegour staliet e impalaerouriezh ar Stadoù Unanet, da lâret eo re Puerto Rico.

Krouet e oa LME e 1983 diwar RADACADS a laboure kichen-ha-kichen gant tud o tont eus Studierion evit ur Gevredigezh Demokratel. Er penn kentañ e veze anvet Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (LDE) (saozneg Revolutionary Internationalist Movement (RIM)), met cheñch a reas e anv e 1984 goude ma voe tapet an anv LDE gant ar Strollad Komunour Dispac'hel.

Al Luskad Maoour Etrebroadelour a zo hogozik ar strollad maoour (pe c'hoazh komunour zoken) e bal dezhañ stourm evit difenn gwirion an heñvelrevelourion/ezed.

An diforc'h pennañ etre LME ha strolladoù all staliet er broiou impalaerour a denn d'o c'hredennoù politikel a-zivout brientinelezh al labourerion, da lâret eo ar renkad kevredel a vez kavet er broioù impalaerour a denn muioc'h a c'hounid diwar o labour graet dre ma teu dezhe ivez ul lodenn eus ar gounidoù a sav diwar mac'homañ an Trede Bed. Evit LME neuze eo ret difenn groñs gwir ar broioù mac'homet da vezañ emren evit terriñ al liammoù trevadennel a laka anezhe dindan beli ar broioù impalaerour.

Hervez tezennoù LME emañ kazi an holl labourerion wenn er Stadoù Unanet da vezañ renket e brientinelezh al labourerion, abalamour dezhe neuze ez eo diaezet kas an dispac'h betek penn.

Dizanv eo ar pennadoù embannet e kelaouenn al Luskad MIM Notes (Notennoù LME), skignet gante dre ar Stadoù Unanet a-bezh, dreist-holl er skolioù-meur. Sinet e vez ar pennadoù gant un doare kod, d.s. MC5, da lâret eo "Kamalad LME niverenn 5".

Brudet eo LME rak skrivet e vez gante gerioù boutin zo hervez reolennoù ispisial, d.s womyn (maouez - evit ober an diforc'h gant man, gour) persyn (den), I$rael, Kanada, ha united $nakes of ameriKKKa (Stadoù Unanet Amerika - o c'hoari gant KKK a ra dave da Ku Klux Klan ha d'an naered, snakes e saozneg).

Kalz en deus prederiet LME ivez war an darempredoù etre ar wazed hag ar maouezed.

Liamm diavaez:

kemmañ