Mabig Jezuz Praha
Mabig Jezuz Praha zo un delwenn goar d'ar Mabig Jezuz a weler e Malá Strana, e Praha e Tchekia.
Mojenn
kemmañGraet e vije bet gant ur manac'h war c'houlenn Jezuz. Piaouet e vije bet gant Santez Tereza Avila (Tereza de Jesus hec'h anv leanez), ha roet ganti d'ur vignonez dezhi, Maria Maximiliena Manrique de Lara y Mendoza[1]. He merc'h Polixena an hini he dije kaset an delwenn da Braha. Gant Polyxène de Pernstein, priñsez Lobkowicz, eo e voe kinniget an delwennig da gouent leanez Menez Karmel Praha en 1628, er bloavezh ma varvas he fried, Zdeněk Adalbert Lobkowicz, pennjeneral armeoù an impalaer ha trec'hour en emgann ar Menez Gwenn.
Notennoù
kemmañ- ↑ Gwazed an tiegezh Manrique de Lara, a oa anezhe konted Treviño ha duged Nájera, a zo kannaded da viken a-berzh kurunenn Spagn e Praha. Maria Maximiliana a oa itron a enor gant Maria Spagn, pried da Masimilian II an impalaeriezh Santel.