Macha (gwengelouriezh Iwerzhon)
Macha (distaget "Mac'ha") a oa un doueez iwerzhonat ereet ouzh bro Ulaid, el lec'h anvet dindan he anv, Emain Macha hag Ard Mhacha. Meur a voud anvet Mac'ha a gaver e gwengelouriezh Iwerzhon hag a hañval diskenn ag an hevelep doueez. Lavaret e vez eo unan ag an teir c'hoar anavezet evel an teir Morrígna. Mac'ha a zo ereet ouzh an douar, ar strujusted, ar roueelezh, ar brezel hag ar c'hezeg.
Proinsias Mac Cana a ginnig teir Mac'ha: Mac'ha gwreg Nemed, ar vaelez Mac'ha gwreg Cimbáeth, ha Mac'ha gwreg Crunnchu hag a strobinellas gwizion Ulaid evit o gwanaat.
Gerdarzh
kemmañAn anv a zeu ag ar c'hentkeltieg *makajā hag a dalv "ar maez" (genitive *makajās "ag ar maez"). E gouezeleg Skos e kaver ar ger machair, douaroù izel ha strujus.
E Dindsenchas eo anvet Macha Grian Banchure "Heol ar gwragez" ha taolennet eo evel merc'h Midir eus Brí Léith.