Maez-Notarioù
Maez-Notarioù zo ul lec'hienn gentistorel en enez Eusa.
E beg uhelañ an enezenn (65 m) emañ an aspadennoù-se eus ur gêriadenn vras, furchet abaoe 1988. Annezet e voe da vare Oadvezh an arem hag Oadvezh an houarn ha diskouezet eo bet e veze gounezet edeier, graet gwiadoù ha podoù ha produet arem. Meur a gantad a annezidi a oa o chom e tier o frammoù koad ha pri, renket ent-reoliek.