Makedonia (rannvro)

Makedonia zo ur rannvro istorel ha douaroniel eus Europa, er Balkanoù. Diaes eo lavarout petra eo harzoù Makedonia. Cheñch-dicheñch int bet a-hed an istor. Hiziv emañ rannet etre pemp stad : Albania, Bulgaria, Gres (Makedonia), Makedonia an Norzh (e ruz war ar gartenn) ha Serbia.