Malala Yousafzai
Malala Yousafzai (ملاله یوسفزۍ e pachtoueg) (ganet d'an 12 a viz Gouere 1997) zo ur plac'h yaouank eus Pakistan a stourm evit gwirioù ar merc'hed en he bro, ha dreist-holl evit ar gwir dezho da vont d'ar skol. Hi eo ar yaouankañ den biskoazh en deus bet Priz Nobel ar Peoc'h.
Brud
kemmañE 2009 he doa savet ur blog ma skrive pegen diaes e oa he buhez dindan gwask an Dalibaned e Traoñienn Swat e Pakistan[1] D'an 9 a viz Here 2012 e voe gloazet en he fenn pa voe tennet warni gant un Taliban.[2] Graet e voe war he zro en un ospital e Birmingham, e Bro-Saoz, hag a-benn miz Meurzh 2013 e c'hallas mont d'ar skol en-dro, met e Birmingham ar wech-se.[3].
Garedonoù
kemmañD'an 12 a viz Gouere 2013 e reas Malala Yousafzai ur brezegenn e sez Aozadur ar Broadoù Unanet ma c'houlenne ar frankiz da vont d'ar skol evit an holl, hag e miz Gwengolo 2013 e voe graet digoradur ofisiel Levraoueg Birmingham ganti[4]. Hi eo an den yaouankañ biskoazh en deus bet ar Priz Sakharov, e 2013. E meur a vro all (Sveden, Kanada...) eo bet enoret e meur a zoare.
"Devezh Malala" a vez lidet d'an 10 a viz Du gant Aozadur ar Broadoù Unanet[5] E miz Here 2014 en deus divizet poellgor Priz Nobel ar Peoc'h reiñ Priz 2014 dezhi ha da g-Kailash Satyarthi, ur stourmer evit gwirioù ar vugale ivez.[6].
Levrlennadur
kemmañ- Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh (levr-CD), TES, 2016.
Notennoù
kemmañ- ↑ Diary of a Pakistani schoolgirl, BBC, 19 a viz Genver 2009
- ↑ Malala Yousafzai: Pakistan Taliban causes revulsion by shooting girl who spoke out, The Guardian, 10 a viz Here 2012
- ↑ Malala Yousafzai attends first day at Edgbaston High School in Birmingham, BBC, 19 a viz Meurzh 2013
- ↑ Teen school advocate opens English library, Star Tribune, 4 a viz Gwengolo 2013
- ↑ World celebrates November 10 as 'Malala Day', UN chief extends support, The Times of India, 10 a viz Du 2012
- ↑ Le prix Nobel de la paix à Malala Yousafzai et Kailash Satyarthi, Le Monde, 10/10/2014