Malltraeth (kombod)
Malltraeth a oa unan eus an daou gombod a oa e kantrev Aberffraw en Enez Mon er Grennamzer. En astenn a rae en hanternoz d'ar c'hombod all, Llifon, ha sko e oa ivez ouzh kombod Menai, e kantrev Rhosyr. Er c'huzh-heol e oa Mor Iwerzhon.
An Afon Cefni a dreuz ar c'hombod, gorrek, rak plaen ha kompez eo ar vro. Un anv evit douaroù geuniek evel-se e oa "mall" e kembraeg, hag "aod" eo ster ar ger "traeth". "Aod priellek" eo ster an anv "Malltraeth" eta.
En Aberffraw e oa lez pennañ rouaned ha priñsed Gwynedd. Implijet e veze ganto an titl "Tywysog Aberffraw ac Arglwydd Eryri" ("priñs Aberffraw hag aotrou Eryri").