Manius Valerius Maximus Corvinus Messalla
Manius Valerius Maximus Corvinus Messalla a oa ur politikour roman eus an IIIde kantved kent J.-K., tad da Marcus Valerius Maximus Messala (konsul roman en 226 kent JK).
Konsul
kemmañEn 263 kent JK e voe dilennet da gonsul. Amzer ar Brezel punek kentañ e oa. Gant e gengonsul Manius Otacilius Crassus e tegouezhas e Sikilia gant peder lejion. Berzh brasoc'h a reas eget e genseurt, hervez soñj e gempredidi, peogwir n'eo nemet dezhañ e voe roet an trec'hlid De Paeneis et Rege Siculorum Hierone.
A-hervez e vije bet anvet Messala peogwir en dije kemeret kêr Messala (Messala pe Messana) e Sikilia. Ouzhpenn 60 keoded eus an enezenn a yeas a-du gant Roma. Chom a reas ar c'hognomen-se en e diegezh e-pad 800 vloaz.
Kensor
kemmañEn 252 kent JK e oa dilennet censor. Skarzhañ a reas 400 equites eus o renkad d'ober anezhe keodediz eus ar renkadoù izelañ dre ma n'o doa ket graet o dlead e Sikilia.
Notennoù
kemmañ