Manneken Pis
Manneken Pis eo anv brusselerek (Manneke Pis en izelvroeg) ur feunteun e kreiz kêr Brusel, e korn rue du Chêne ha rue de l'Étuve, m'emañ delwenn ur paotrig o troazhañ en oglenn anezhi.
Eus Menneke Pis e rannyezh Brusel, ar brusseleer, e teu an anv a dalvez kement hag « ar paotrig a staot ».
Petit Julien ("Juluanig") eo lesanv gallek an delwenn arem-se, a zo 55,5 kantimetr hec'h uhelder – 61 cm gant ar sichenn.
E 1388 e oa bet fardet an delwenn orin ; gant ar c'hizeller bruselat Hieronimus Duquesnoy Kozh (1570 ? - 1641 ?), anezhañ tad ar c'hizeller François Duquesnoy (1597-1643) e oa bet savet e 1619 ar Manneken Pis a weler hiziv.