Manuel II Portugal
(Adkaset eus Manuel II)
Manuel II de Bragança, pe Manuel Maria Filipe Carlos Amélio Luís Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis Eugénio de Bragança Orleães Sabóia e Saxe-Coburgo-Gotha, a voe roue Portugal e-pad daou vloaz, eus 1908 da 1910. Roue diwezhañ ar vro e oa.
E vuhez
kemmañMab yaouankañ Carlos Iañ Portugal e oa. E vamm e oa ar briñsez c'hall Amélie d'Orléans. Lazhet e voe e dad hag e vreur henañ gant ar Republikaned en ur gwalldaol ha gloazet e voe Manuel ivez, hag eñ 19 vloaz.
D'ar 4 a viz Here 1910 e rankas tec'hel da Gibraltar, a oa d'ar Saozon. Aleshont ez eas da chom da Vro-Saoz ma skrivas diwar-benn lennegezh Portugal. Eno e varvas e Twickenham e 1932.
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas d'ar briénsez alaman Auguste Viktoria von Hohenzollern.