Manuel Pinto da Costa

Manuel Pinto da Costa (ganet d'ar 5 a viz Eost 1937) zo ur politikour eus São Tomé ha Príncipe.

Pinto da Costa e 1986

Pa voe dizalc'h ar vro e 1975 e voe dilennet da brezidant gant ar vodadenn vonreizhañ. Addilennet e voe e 1980 hag e 1985 pa ne oa nemet ur strollad politikel (komunour) aotreet e São Tomé ha Príncipe. E 1991 e voe aozet an dilennadeg demokratel kentañ hag ec'h eas ar maout gant Miguel Trovoada. Pinto da Costa a guitaas ar politikerezh neuze e-pad un nebeud bloavezhioù. Distreiñ a reas e 1996 ha lakaat e anv en dilennadeg. Koll a reas anezhe en eil tro ha Trovoada a voe trec'h adarre. E 2001 e kollas a-enep Fradique de Menezes ha ne lakaas ket e anv e dilennadeg 2006.

E miz Eost 2011 e c'hounezas an dilennadeg a-enep Evaristo Carvalho.