Fradique de Menezes

Fradique Bandeira Melo de Menezes (ganet d'an 21 a viz Meurzh 1942) zo ur politikour eus São Tomé ha Príncipe ha prezidant ar vro adalek 2001 betek 2011. Studiet en deus e Portugal hag e Belgia. Dilennet eo bet da brezidant e miz Gouere 2001 hag addilennet d'an 30 a viz Gouere 2006. D'ar 16 a viz Gouere 2003 e voe kemeret ar galloud gant Fernando Pereira pa oa de Menezes o veajiñ e Nigeria. Daskoret e voe e garg d'ar prezidant dilennet d'an 23 a viz Gouere.