Manuel Serifo Nhamadjo
Manuel Serifo Nhamadjo zo ur politikour eus Ginea-Bissau.
Lakaet en doa e anv en dilennadeg prezidantel aozet e miz Meurzh 2012 goude marv Malam Bacai Sanhá met korbellet e oa bet en dro gentañ. Da heul an taol-Stad aozet gant Mamadu Ture Kuruma d'an 12 a viz Ebrel (etre div dro an dilennadeg) a-enep gouarnamant en etrekarg Raimundo Pereira e voe lakaet Nhamadjo prezidant da c'hortoz d'an 19 a viz Ebrel, hep goulenn e ali. D'an 22 a viz Ebrel ec'h embannas Nhamadjo e nac'he ar garg-se dre ma oa er-maez lezenn. A-benn ar fin, d'an 12 a viz Mae, ec'h asantas bezañ e penn ar Stad evit bloaz goude bezañ bet dibabet gant ar c'hKASKA[1].