Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika

(Adkaset eus KASKA)

Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika (galleg: Communauté Économique des États de l’Afrique de l'Ouest, CEDEAO; saozneg: Economic Community of West African States (ECOWAS); portugaleg: Comunidade Económica dos Estados da África Ocidental (CEDEAO)) zo un aozadur etregouarnamantel krouet d'an 28 a viz Mae 1975 evit kas war-raok ar c'henlabour etre ar Stadoù ha krouiñ un unaniezh armerzhel ha moneizel. Deuet eo da vezañ ivez un nerzh evit derc'hel ar peoc'h er rannved-se. Teir yezh kenofisiel a zo: ar galleg, ar saozneg hag ar portugaleg.

Stadoù ezel eus KASKA

15 Stad zo ezel eus ar Gumuniezh : Aod an Olifant, Benin, Burkina Faso, Gambia, Ghana, Ginea, Ginea Bissau, Kab Glas (abaoe 1976), Liberia, Mali, Nijer, Nijeria, Senegal, Sierra Leone ha Togo. Maoritania zo aet kuit e 2000.

Prezidanted

kemmañ