Olusegun Obasanjo
Olusegun Obasanjo (ganet e miz Meurzh 1937) zo ur politikour nijerian, bet prezidant ar vro meur a wech (1976-1979 ha 1999-2007).
Enrollañ a reas en arme Nijeria e 1958 ha kaset e voe d'ar skol ofisourien e Breizh-Veur. Pa voe sevenet un taol-Stad gant Murtala Mohammed d'an 29 a viz Gouere 1975 e voe lakaet Obasanjo e penn an arme. Kemer a reas plas Mohammed, lazhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1976, e penn ar Stad. Aozañ a reas neuze un tremen war-zu an demokratelezh ha sevel ur Vonreizh nevez. Dilezel a reas ar galloud evit Shehu Shagari, ar prezidant sivil kentañ hag a voe dilennet e Nijeria.
Kondaonet e voe d'an toull-bac'h e 1995 dindan gouarnamant ar jeneral Sani Abacha, war-zigarez bezañ kemeret perzh en un irienn. Nullet e voe e gastiz pa varvas Abacha e 1998. E 1999 e lakaas e anv e dilennadeg ar prezidant a voe gounezet gantañ gant ouzhpenn 62% eus ar mouezhioù. Addilennet e voe e 2003 a-enep Muhammadu Buhari.
En août 2021, L’Union africaine a nommé Olusegun Obasanjo, Haut représentant pour la paix dans la corne de l’Afrique.