Manuel Suárez Fernández
Manuel Suárez Fernández oa ur beleg spagnol, ezel eus urzh ar Brezegerien, bet eo bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1946 ha 1954.
Ganet oa bet e Herias (Asturias) d'ar 5 a viz Du 1895. Aet eo da Anaon d'an 30 a viz Mezheven 1954 e Perpinyà (Katalonia).
Bet eo bet da gentañ e skol La Frecha. Mon a reas da skolaj an Dominikanded en Oviedo e 1905. Mont a reas goude da Skolaj Corias e Cangas del Narcea. Novis e voe e Padrón (Galiza). Studiañ a reas an deologiezh e kouent San Esteban e Salamanca. Eno e lidas e oferenn gentañ e 1924.
Studiañ a reas pelloc'h an deologiezh en Universidad Dominica de Corias. Studiañ a rae ar gwir ivez ha degemeret e voe doktor war ar gwir en Universidad Central.Studiañ a reas e Freiburg (Bro-Suis). Kelenner gwir er Skolaj Angelicum eo bet. Rektor eo bet ha war memes tro Prokulor e lez-varn ar Rota. Ezel eus meur a bodad pabel.
D'an 20 a viz Gwengolo 1946 e voe dilennet 80vet Mestr Urzh an Dominikaned gant chabistr meur Roma, pevarzekvet spagnol o seveniñ ar garg-se.
Desket-kaer e komze pouezusañ yezhoù ar bed. War c'houlenn ar Pab Pi XII e kemeras perzh e kenaozadur an Emglev etre Bro-Spagn hag ar Vatikan.
O vont eus Roma da Las Caldas del Besaya (Cantabria) evit ren chabistr ar Proviñs oa d'en doe ur gwallzarvoud karr-tan. Lazhet e voe e sekretour ivez. Lidet eo bet o obidoù war an ton bras e Madrid. Kaset e voe ar c'horfoù goude da Caleruega.
Ezel oa eus Consejo Superior de Investigaciones Científicas (Kuzul uhel an imbourc'où skiantel), Grande de España (Den meur a Vro-Spagn) a gentañ klas oa,(hervez ur gwir bet roet gant roueed Spagn da hêred Sant Dominig e penn Urzh ar Brezegerien ; ha resevet en doa e 1950 la Gran Cruz de Isabel la Católica. Embannet en do e 1931 e Roma e levr De remotione parochorum.