Māoried
(Adkaset eus Maori)
Māori eo anv ur bobl a zo staliet e Zeland-Nevez. Ar maorieg, pe te reo Māori, eo o yezh. Dont a rejont di etre 1320 ha 1350 o tont eus Polinezia ar Reter. Dre ar c'hantvedoù a tiorrojont ur sevenadur dibar, disheñvel diouzh re ar pobloù polinezian all gant e vojennoù, e artizanerezh hag e arvestoù. Europeiz en em stailhjont er vro adalek ar XVIIvet kantved.
Hervez niveradeg 2018 ez eus 775 836 Māori er vro, da lavaret eo 16,5 % eus ar boblañs.
Anzavadur ar sevenadur māori
kemmañEmbannet he deus kentañ ministr Zeland-Nevez d'ar 4 a viz C'hwevrer 2021 e vo hiviziken un devezh-gouel dilabour ouzhpenn er vro, anvet Matariki, diwar anv maoriek steredeg ar Yar hag he foñsined a weler en oabl d'ar poent-se eus ar bloaz du-hont hag a verk ar bloaz nevez evit ar Vāoried.