Marc'harid Bro-C'hall (1523-1574)
(Adkaset eus Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry)

Marguerite de Valois, anavezet ivez evel Marc'harid Bro-C'hall, ( Saint-Germain-en-Laye, 1523 - Torino, 14 a viz Gwengolo 1574) a oa ur briñsez c’hall a voe dugez Berry (1553-1574) ha dugez Savoia (1559-1574).
Ganet e oa bet d’ar 5 a viz Mezheven 1523 e Saint-Germain-en-Laye, e-kichen Pariz, merc’h yaouankañ ar roue Frañsez Iañ hag e bried kentañ, Klaoda Bro-C'hall (1499-1524). Merc’h-vihan e oa da Anna Breizh ha Loeiz XII eta. C’hoar e oa da Frañsez III (dug Breizh) ha da Herri II, roue Bro-C'hall.
Mervel a reas Marc’harid d’ar 14 a viz Gwengolo 1574 e Torino, kêr-benn dugelezh Savoia hag eno e voe douaret.
Dimeziñ ha bugaleAozañ
Dimeziñ a reas e 1559 gant Emanuele Filiberto Savoia (1528-1580), dug Savoia. Ur mab o devoe :