Marc Dutreeuw
Marc Dutreeuw a zo bet ganet e 1960 e Belgia.
Mestrc'hoarier echedoù belgiat.
Mestr Etrebroadel eo.
Kampion Echedoù Belgia e voe e Geel e 1996.
E miz Here 2007 edo 2 388 e renk Elo.
Digeriñ a ra alies gant 1. e4 .
E Tournamant Open Brasschaat e miz Eost 2004, dont a reas ar maout gantañ.
Adalek an 2 a viz Gouere betek an 10 a viz Gouere 2005, c'hoari a reas e Kampion Belgia a voe en Aalst . Trede e voe gant 5,5 poent.
Adalek an 20 a viz Eost betek an 28 a viz Eost 2005 e kemeras perzh e Brasschaat en Tournamant "Open"; seizhvet e voe gant 6,5 poent diwar 9.
Stadegoù e Simbase
kemmañHervez an diellaoueg echedoù Simbase, diwar 578 partienn, Dutreeuw en deus :
- gounezet 199 partienn,
- kollet 169 fartienn,
- nulaet 210 partienn.
52 eo e dregantad a drec'hoù neuze.