Marca Hispanica
Marca Hispanica, pe Marz Spagn, anavezet ivez evel Marz Barcelona, a oa ur marz, un douar er c'hreisteiz da Septimania, bet krouet gant Karl Veur e 795, da wareziñ impalaeriezh ar Franked diouzh muzulmaned Al-Andalus.
E dibenn an VIIIvet kantved e voe ar Franked oc'h aloubiñ an douaroù a oa er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, e tu ar Mor Kreizdouar, d'en em gannañ ouzh ar vuzulmaned a oa eno. Aloubiñ a rejont Girona e 785 ha Barcelona en 801. Dont a reas ar vro a voe gounezet ganto war ar vuzulmaned da vezañ "Marz Spagn", pe "Marca Hispanica" e latin. Eno e oa kontelezhioù bihan, dindan dalc'h an impalaer. Kontelezh Barcelona e oa an hini bouezusañ eus ar c'hontelezhioù-se.