Un alouber e reter an Impalaeriezh roman e oa Iotapianus, pe M. F. Ru. Iotapianus e-pad ren Fulup an Arab. En em sevel a reas a-enep kresk an taosoù. E-pad ur mare berr e kontrollas-eñ Siria hag en Antioc'heia e stalias e gêr-benn. C'hwitañ a reas, avat, e emsavidigezh, ha gant e soudarded dezhañ eo e voe lazhet.

Moneiz Iotapianus.

Anavezet eo gant un nebeud pezhioù-moneiz ha danevelloù Sextus Aurelius Victor, Zosimus, ha Polemius Silvius.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.